Ar postelerezh breizhat
hep bruderezh
a zouj d'ho puhez prevez
postel.bzh eo webpostelerezh ar Bretonezed hag ar Vretoned.
Ne lennimp biken ho posteloù evit ober bruderezh buket (en enep da vistri ar marc'had).
Lakait amann sall en ho kehentiñ !
Krouiñ ur gont
adalek 1 €/viz
Dizoleiñ postel.bzh
  • Boest-lizheroù
  • Taolenn-stur
  • Deiziataer
  • Stokañ
  • Arload hezoug
  • E brezhoneg
Ijinet eo bet boest-posteloù postel.bzh evit aesaat ho puhez : un dizagn eeun ha cheuc'h, ostihoù galloudus evel ar siladur enepstrob pe renkadur emgefre al lizheroù-kelaouiñ.
Gellet a rit personelaat an daolenn-stur ha diraez ganti ar c'hemennadoù diwezhañ resevet, darvoudoù kentañ ho teiziataer, ha kement zo. Gellet a rit ouzhpennañ gwazhioù RSS evit lenn ho pemdeziegoù lec'hel gwellañ-deuet.
Gant an deiziataer postel.bzh e c'hellit aozañ ho puhez micherel ha personel. Evel-just e c'hellit kas pedadennoù ha rannañ ho teiziataer gant ho tud-nes pe ho kenseurted.
Stoket eo ho roadennoù war servijerioù suraet staliet e Frañs. En doare diazez eus ar vegenn ez eus en ho kerz 20 Go .stokañ evit ho posteloù ha 5 Go evit ho teulioù hag ho luc'hskeudennoù.
Dre berzh an arload Mailo, hegerz war IOS hag Android, e c'hellit diraez ho poest-posteloù, ho teiziataer hag holl ho roadennoù, e pep lec'h ha da n'eus forzh pevare.
The postel.bzh webmail is fully translated in Breton language. Postel.bzh is the first 100% Breton webmail.
Perak dibab postel.bzh ?
Ur chomlec'h postel diouzh ho livioù, suraet ha hep bruderezh
War ar web pe war an hezoug diraezit ho posteloù eus al lec'h a garit
20 Go stokañ evit ho posteloù, 5 Go evit ho teulioù hag ho luc'hskeudennoù
Ur gwarez efedus a-enep ar stroboù hag ar virusoù
Stoket eo ho roadennoù e Frañs war servijerioù suraet
Ur gont hag a c'hell bezañ arventennet penn da benn ha personelaet
Komz a reont diwar hor penn
Ur servij
tost ouzhoc'h
Lakaat a reomp pep tra da dalvezout evit heñchañ ac'hanoc'h ha kinnig deoc'h ur skor ersavus ha personelaet e galleg.
Ouzh ho selaou emaomp hag ho lakaat a reomp da gemer perzh e gwellaat pad ar servij hag en e ziorren.
Skoazell dre bostel : contact@postel.bzh
Dont e darempred ganeomp
Cheñch chomlec'h postel ken aes ha tra
Adtapout ar c'hemennadoù, darempredoù ha darvoudoù eus ho poest kozh, lakaat war-sav un treuzkas lizheroù ha kas ho chomlec'h nevez da holl ho tarempredoù : gant postel.bzh eo eeunaet ho puhez !
Besoin d'aide ?
Perak eo ret
paeañ evit postel.bzh
Gant postel.bzh ne vez lennet morse ho posteloù ; ne vez ket gwerzhet ho roadennoù da dredeoù.
Gant postel.bzh oc'h gwarantet izelbriz e rit gant ur postelerezh ken seder ha tra, o toujañ strizh d'ar reolennoù gall hag europat.
Krouiñ ur gont
adalek 1 €/viz
Un engouestl :
doujañ d'ho puhez prevez
Stoket eo ho roadennoù personel war servijerioù suraet e Frañs, n'int ket korvoet na gwerzhet da dredeoù, ne vez ket lennet ho kemennadoù.
Lenn ar garta