Piv omp ?postel.bzhPostel.bzh eo ar postel brezhonek, hep bruderezh, hag a zouj ho prevezded. Ur servij eus ar gevredigezh www.bzh eo, meret gant Mailo. Ar gevredigezh www.bzhAr gevredigezh www.bzh eo ar marilh a ra war-dro an astenn Internet .bzh. Dre zileuriadur an ICANN, an aozadur a reoli ar Genrouedad war an dachenn hollek, e ra war-dro ha brudañ an tiriad niverel-se gouestlet da Vreizh, d’he sevenadur ha d’he yezhoù. Piv eo Mailo?Ur servij postel europat 100% eo Mail Object Mail Object, Mailo, a warant d'an implijerien adtapout kontroll o roadennoù ha mont en-dro ganto en un doare karget eus ar Genrouedad. Dre ginnig ur bern servijoù, arc'hwelioù ha dibaboù personelaat e talc'h Mailo da bep seurt ezhommoù : hiniennel, familh, kevredigezhel pe micherel. Ouzhpenn ar posteloù e resev an implijerien Mailo un deiziataer, ur plas stokañ hag ostilhoù da rannañ. Mailo a ginnig ur skoazell d'ar c'hlientedrespontus ha personelaet. An eskemmoù gant an implijerien a zo e-kreiz argerzh gwellaat bepred ar bladenn. |