Pellgomzer hezougpostel.bzh a ginnig un etrefas gwellaet evit ar pellgomzerioù hezoug. Pa vez kennasket ur pellgomzer hezoug ouzh ar servij e vez detektet ent emgefre gant postel.bzh ar seurt termenell hag e vez diskouezet an etrefas dereat. Ma ne vez ket detektet ar seurt termenell gant ar servij e c'hall an implijer klikañ war al liamm Pellgomzer hezoug war ar bajenn gwiriekaat postel.bzh evit dibab an etrefas-mañ. En etrefas ar pellgomzer hezoug ez eus ul lañser pennañ, hag ivez pajennoù skañv ha simpl. An darn vrasañ eus an arc'hwelioù a c'haller kaout en etrefas-mañ. |