Petra eo un anv domani ?
Implijet e vez un anv domani evit sevel chomlec'hioù Internet. Daou seurt chomlec'hioù Internet zo :
- chomlec'hioù postel, evel anv@anv_domani
- chomlec'hioù lec'hiennoù, pe URLoù, evel www.anv_domani
Pep anv domani a zo ennañ ul lodenn bennañ hag un astenn, da skouer .com, .net pe .fr.
Implijout un anv domani
Mailo a ginnig deoc'h chomlec'hioù postel evit netra e meur a dachenn (mailo.com, netcourrier.com), met gallout a rit prenañ hoc'h anv domani perc'henn ivez... chomlec'h postel, evel @.
Evel-se e c'hallit krouiñ ho lec'hienn gant an URL personelaet www..
Penaos dibab ho anv domani ?
Dibabit an astenn a glot gwellañ ganeoc'h :
- .com : an hini boutinañ, mennet da gentañ evit obererezhioù armerzhel, met e pleustr implijet evit a bep seurt obererezhioù
- .net : dereat evit obererezhioù ar c'hehentiñ hag ar rouedadoù
- .org : evit an aozadurioù nann-kenwerzhel
- un astenn douaroniel (da skouer .fr, .be pe .eu) diouzh ho lec'hiadur
Diwar an astenn-mañ, dibabit al lodenn bennañ, a zlefe bezañ ken eeun ha ken splann ar gwellañ, evit sevel hoc'h anv domani.
Ho anv domani gant postel.bzh
- Gallout a rit prenañ un anv domani adalek 15 euro ar bloaz, an tailhoù enni.
- Gallout a rit treuzkas war Mailo un anv domani hoc'h eus prenet en ul lec'h all.
- M'hoc'h eus prenet un anv domani en ul lec'h all dija, e c'hallit ivez disklêriañ anezhañ evit e implijout gant ar servijoù Mailo.
Evit hen ober e rankit kaout un esaouenn frank Mailo :
- Ret eo deoc'h kaout ur gont postel.bzh.
- En ho kont postel.bzh, diuzit "Mailo esaouennoù" el lañser.
- Krouiñ un esaouenn Mailo.