Krouiñ ur gont postel.bzh

Lakait amann sall en ho kehentiñ

Evit gellet kinnig deoc’h chomlec’hioù postel diouzh livioù Breizh hag ur servij padus, klok hag efedus, hep ober gant ar bruderezh, na dastum pe gwerzhañ ho roadennoù, hon eus dibabet patrom ar c’houmanantiñ.

 
Dibab ho pakad

Diuzit ur pakad amañ dindan. Er bajenn da-heul e verkoc'h pad ho koumanant. Evit amprouiñ ar servij e c'helloc'h diuzañ ar c'hinnig dizoleiñ (2 vizvezh hep engouestl).

Pakad Premium 

1 compte postel.bzh

Mail : 20 Go + Cloud : 5 Go

1 € / mois

Pakad Premium+ 

1 compte postel.bzh

Mail+Cloud : eus 50 Go da 500 Go

Dibab ho chomlec'h postel postel.bzh
Ur chomlec'h postel az a un anaouder personel hag un anv domani ouzh e ober.
  • Dibabit an anaouder diouzh ho c'hoant : eus 3 da 40 arouezenn lizherniverennek ha/pe arbennik (- . _ ' +).
  • Dibabit e-touez an anvioù domani kinniget gant postel.bzh an hini a zo gwell ganeoc'h.
Skrivañ ar chomlec'hioù postel gant lizherennoù bihan pe bras a zo ingal.
Chomlec'h postel :
Ho ker-tremen
Dibabit ar ger-tremen a c'helloc'h kevreañ ouzh ho kont postel.bzh gantañ.
Rankout a ra ho ker-tremen bezañ etre 6 ha 60 arouezenn. Aotreet eo ar sifroù, al lizherennoù bras ha bihan hag an arouezennoù arbennik met an esaouennoù n'int ket.
Diwall !
  • Na roit ket ho ker-tremen da zen ebet, dreist-holl dre bostel. Ma resevit ur postel hag a c'houlenn ho ker-tremen ganeoc'h ez eo dre ret ur c'hemennad flodus dezhañ da bal preizhañ ho poest-lizheroù. postel.bzh ne c'houlenno biken ho chomlec'h postel ganeoc'h dre bostel.
  • Na rit ket gant ho ker-tremen postel.bzh war lec'hiennoù web all a c'hellfe bezañ arvaret.
Erbediñ a ra postel.bzh ober gant ur ger-tremen ennañ 8 arouezenn da nebeutañ, o kenstrollañ sifroù, lizherennoù bras ha bihan hag arouezennoù arbennik.
Ger-tremen :
 
Kadarnit ho ker-tremen :
 
Dleout a ra an daou c'her-tremen bezañ heñvel an eil ouzh egile
Ma ankouait ho ker-tremen

Ma c'hoarvez ganeoc'h ankouaat ho ker-tremen e c'helloc'h diraez ho kont :

  • pe dre respont reizh d'ar goulenn surentez bet termenet ganeoc'h
  • pe dre ar chomlec'h postel sikour bet pourchaset ganeoc'h

Dibabit ho koulenn surentez hag ho respont gant kalz a aket en doare ma ne vo nemedoc'h gouest da gavout ar respont met en doare m'ho po soñj anezhañ goude meur a vloavezh zoken.

Dibabit ur chomlec'h postel sikour n'eus nemedoc'h a c'hello diraez anezhañ.

Diwall ! Ma c'hell unan bennak all kavout ar respont d'ho koulenn surentez pe diraez ho chomlec'h postel sikour e c'hello mont e-barzh ho kont postel.bzh.

Goulenn a surentez :
Respont :

Ne zalc'her ket kont eus al lizherennoù bras en ho respont.
Chomlec'h postel sikour :
Ho profil
Goulennet e vo an titouroù-mañ ganeoc'h ma ankouait ho ker-tremen.
Anv :
 *
Anv-bihan :
 *
Deiziad ganedigezh :
 *
Reizh :
Ma vez anv eus ur cheñchamant chomlec'h postel
Kinnig a ra postel.bzh deoc'h treuzkas emgefreek posteloù ho kont postelerezh kozh. Gellet a rit menegiñ ho chomlec'h postel kozh mar karit.
Ho chomlec'h postel kozh :
Gwiriekaat
dleout a rit lenn an Amplegadoù implijout hag ar Reolennoù prevezded hag asantiñ dezho evit krouiñ hag implijout ur gont postel.bzh

Postel.bzh zo ur servij gant www.bzh savet gant Mailo. Fakturennet e vo ho koumanant deoc'h gant Mailo. War postel.bzh, e c'hellit diraez an holl servijoù hag arc'hweladurioù kinniget gant Mailo.